Kinnig & doareioù
D'ho teiziataer !
16-20 a viz Gouhere 2012 : rummad troiñ er staj KEAV e Kastellin (29).
Doareioù
4 a viz Ebrel 2012 : ar pajennoù kentañ e brezhoneg àr al lec'hienn-mañ ! E-lec'h gortoz bout troet razh ar pajennoù àr un dro, avat,
'm eus divizet o lakaat a-vuzul. Se zo kaoz ne gerzho ket mat ur bochad liammoù er penn-kentañ. Evit ar poent enta : ar bajenn-mañ
hag ar bajenn Ratresoù ha c'hoantoù hepken.
Kinnig
Afer 'peus a ouiet muioc'h a-ziàr an anv Tro ha Distro ?
Kar troiñ a c'hell bout roiñ an danvez a faot d'al lennourion, ha n'eo ket forset-mat an destenn orin mard int kap d'he lenn àr-eeun,
e kinnigan deoc'h amañ danvez nevez, peotramant troetoc'h d'ar brezhoneg. Se zo kaoz e kavoc'h ur bajenn a-ziàr ar pezh 'm eus
c'hoant d'ober e brezhoneg e-lec'h ar bajenn « Expérience ». Ma faot deoc'h gouiet
hiroc'h, kit da lenn ar pajennoù e galleg... pe e yezhoù arall, hrevez ho plijadur !
Korfigelloù merdeiñ
Lizherennoù na gomprenit ket pe gerioù a seblant bout gwenedeg anezhe ? Kasit biz ho logodenn àrnezhe... ken aes ha tra !
Al lec'hienn-mañ a ra get ar yezh JavaScript. Evit gallout heuliiñ liammoù zo, gwelet mat ar vandenn e nec'h ar pajennoù, implij boutonioù serriñ ar fenestri, kas posteloù ha donet en-dro d'ar bajenn degemer, e vo ret deoc'h aotreiñ endalc'had oberiant ar pajennoù.
|